Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/43

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

e c’houlennin digantañ dont war ar blasenn gant testou ha gant an armou a blijo d’ezañ, ma vezo emgann start, ha gwelet e vo piou a c’hounezo. Piou a gred rebech d’in eun dra bennak ? N’en deus nemet sevel ha lavarout d’in pelec’h e vezo an emgann, ma walc’hin va enor en e wad. A ! Aotrou ebet ne gred digeri e c’henou bremañ ? »

An aotrounez a selaoue, gwall nec’het. Den ne save.

« Gwelit », eme Alanig, « kablus oun, pe n’oun ket ? Lakaat a ran eur blouzenn war va skoaz dehou ; piou a gredo tenna anezi kuit ? Eur wech, diou wech hanter… den ne respont ? »

« Me ! » a lavaras eur vouez.

Job eo an hini en doa komzet. Raouliet e oa gant ar gounnar.

« Petra hoc’h eus da lavarout, Job ? » a c’houlennas ar roue digantañ. « Displegit dimp ho klemmou penn-da-benn ».

« Brao, brao, Job ! » a lavare an aotrounez.

Eun tammig plijadur o devo bremaik, nann o klevout dibuna klemmou, met o welout an emgann etre ar bleiz hag al louarn. Ar gourenou hag an emgannou eo ar pez a blije ar muia d’an aotrounez e lez ar roue Nobl.

Job a grogas gant e bennad :

« Roue meur », emezañ, « Alanig a zo gwall anavezet e pevar c’horn ar rouantelez evel gaouier, mignon disleal, laer, toueller ha muntrer. Perak e vezo lezet pelloc’h an teodeger milliget-se da vernia adarre gaou war c’haou ? Daoust ha n’en deus ket graet betek-hen a-walc’h a c’hoaperez ouzimp ? Piou an hini a

− 41 −