zo diskiant a-walc’h da gredi eur ger zoken eus komzou al louarn-se ? »
« Aotrou Job », eme Alanig, « c’houi a lavar oun gaouier, met ne brouit ket em eus lavaret gaou, ne brouit ket kennebeut oun mignon disleal, laer ha muntrer evel ma fell d’eoc’h rei da gredi, hag ar blouzenn a zo betek-hen war va skoaz. Petra hoc’h eus da rebech d’in ? »
« Petra am eus da rebech d’eoc’h ? Hag e kredit ober ar goulenn-se war eun ton ken reiz, evel ho pije bevet betek-hen eur vuhez fur ha santel en eur gouent bennak ? O, la, la ! Selaouit holl, aotrounez : warc’hoaz vintin e vezo eiz devez eeun-hag-eeun, va gwreg a oa o pourmen war ribl eul lenn. Yen-skourn e oa an amzer, hag an dour a oa goloet gant eur glerenn deo. Va gwreg he doa naon, ha dre an amzer griz ne vez ket kavet war ar maez peadra da chaokat. D’an ampoent e tremenas Alanig :
« Salud d’eoc’h, itron », emezañ, « pell ’zo n’em eus ket bet an eurvad d’ho kwelout. Petra ho tegas ? »
Va gwreg a lavaras d’ezañ e oa aet sempl gant ar skuizder hag an naon.
« A, naon hoc’h eus ? » eme an amprevan ; « n’eo ket diaes kavout amañ peadra da zebri. Al lenn-mañ a zo leun a besked. N’eus nemet terri ar glerenn evit paka anezo. »
Al louarn a reas eun toull er glerenn hag a lavaras d’am gwreg :
« Lezit ho lost da goueza en toull am eus graet ».
Va gwreg a reas evel ma oa lavaret d’ezi. A-benn eun abadenn he doa droug en he lost.
« Ar pesked a zo o kregi », eme Alanig ; « chomit eur pennadig c’hoaz ; pa ne c’hellot mui padout gant