Ha Job a gemeras peg er blouzenn hag he stlapas ouz genou al louarn en eur lavarout d’ezañ :
« Gwelomp bremañ piou eo ar mestr ».
Nobl a lavaras :
« Unan a zo bet klevet. Dleet eo selaou ivez egile. Alanig al louarn, ha gwir eo rebechou Job ar bleiz ? »
« Gwir a lavaran-me », eme Alanig. « Gevier int penn-da-benn, hag aes eo d’in rei d’eoc’h da c’houzout, en istor-se, ar gaou hag ar wirionez. Setu penaos eo degouezet : kavet em boa gwreg Job war lez an hent. Naon bras he doa. Petra ’ris neuze ? Feiz, diskouez d’ezi an tu da besketa. O heulia va aliou penn-da-benn, he dije paket pesked, met ne felle ket d’ezi paka eur pesk pe zaou, nemet eur bern pesked en eun taol. Gant re gorfadeg e vez droug-kof, hag ar vleizez, gant he fec’hed a lontegez he deus kollet he lost. Piou eta en doa lavaret d’ezi chom ken pell-se azezet war vevenn an toull da riella he fenn-adreñv ? Aes a-walc’h eo gouzout e vije deut an toull-se da veza stanket adarre gant eur glerenn nevez. Ma ne gompren ket ar vleizez an dra-se, ret eo anzav ez eo eun tammig genaouegez. Biken n’em bije soñjet e oa ret lavarout d’ezi chom da besketa e-pad pemp munud pe bemp munud hanter. Respontet he dije d’in dioustu : arabat d’eoc’h kredi, aotrou Alanig, oun ganet er penn diweza eus ar sizun. N’eo ket gwir ? Ar boued a vez pasket d’ar vugaligou, ar vuhez avat ne vez ket pasket d’ar mammou. Skoazellet em bije ar vleizez d’en em denna kuit hep droug ebet eviti, panevet ar bleiz e-unan. Job a oa kounnaret-ruz, ha klask rei d’ezañ da gompren eun dra bennak a vije bet evel klask bernia pell en avel. Setu. Kredi a ra d’in ne
dalvez ket chom da uza teod hiroc’h. Gouzout a rit