Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/52

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

da skei warnañ, da gregi gant e zent ha da regi d’ezañ e ler. Ar bleiz a oa fuloret-naet. Ober a reas eul lamm trumm dirazañ evit paka e enebour, hag e teuas betek kelc’h an dud. Teurel a reas e grabanou war Lagad-Flour, ha, panevet e voe hopet d’ezañ e oa faziet, e vije bet gwall argaset an heizez kaez.

Alanig a c’hoarze goap ouz ar bleiz.

« Aotrou Job », emezañ, « lazet hoc’h eus meur a oanig paour, ha meur a dra fall all hoc’h eus graet c’hoaz. En em lakait war ho taoulin da c’houlenn pardon diganin, ha marteze e lezin ho puhez ganeoc’h ».

Met a-boan m’en doa peurlavaret e gomzou ma lammas war Job ha ma stardas d’ezañ e c’houzoug kement ha ma c’helle ober. Kredi a rae d’ezañ dont a-benn d’ober e stal d’ar bleiz e berr amzer. Ar bleiz, avat, a oa kreñvoc’h egetañ, hag a dennas e c’houzoug eus gwask ar c’hrabanou. Alanig a reas eul lamm all e-kreiz fas Job hag a freuzas dezañ e lagad kleiz.

« A, mat ! » emezañ, o welout ar gwad o redek, « pell ’zo e oan o klask an dra-se. Eun druez eo n’int ket freuzet o-daou ».

Job a lezas eun hopadenn spontus. Mantrus e oa klevout anezañ ha gwelout ar boan a c’houzañve. Alanig a glaskas freuza al lagad all. Met c’houita a reas war e daol, ha Job, daoust d’an eoul, a grogas peg en e gorf.

« A, louarn, louarn milliget ! va lagad kleiz hoc’h eus freuzet. Met unan mat a chom d’in, hag ho taoulagad d’eoc’h-c’houi a vezo dallet dizale, hag ho korf a wisko liou ar maro ».

Job a grogas gant e zent, a skoas a bep tu, hag a glaske mouga e enebour.

− 50 −