Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/57

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« O, lazet eo ! » a lavaras Lom.

« Allas, allas ! » eme Lip-e-Bao, « ivinou al louarn o deus tizet ar galon ! »

Mignoned ha kerent Job a grogas da ouela ha da yudal. Lakaat a rejont al loen reuzeudik war eur gloued, ha kas a rejont anezañ d’e di. Unan anezo, an hini skañva, a redas da glask eur medisin.

Alanig, daoust ma ne oa ket bet lakaet en eun doare gwall vantrus, a oa skuiz-maro. Lamm-da-Laez, e voereb, a zeuas d’e gavout, ha gant eur mouchouer, a sec’has an dour-c’houez a zevere penn-da-benn d’e gorf. Alanig a yeas goude davet ar roue hag, evel a-raok an emgann, e stouas e benn hag e c’hlin. Nobl a lavaras d’ezañ :

« Alanig, c’houi a zo eul louarn dreist ordinal. Gounezet hoc’h eus war ar bleiz, dre an nerz hag ar finesa. Va gwella gourc’hemennou d’eoc’h. Enoret e viot hiviziken em palez. Va c’herent ha va mignoned a vezo mignoned d’eoc’h ».

Nobl a sellas ouz ar varoned a oa er sal.

« N’eo ket gwir ? emezañ.

« Eo, eo, gwir », a lavaras an holl varoned.

« Mil bennoz, va roue », a lavaras Alanig.

Ha gwelet e voe neuze Korneg ar c’haro, Lostigloan ar c’honikl, Astenn-Gouzoug ar c’houibon, Raka ar gegin, Duard ar vran, Yann ar frilouz, Dipadapa ar gwiñver, Marjan an houadez, Rikiki ar marmouz, Frimist ar gaerell, Skouarneg an azen, Chiboudig ar c’hi bihan, Diskrogner ar c’hi-dog, Urkun an houc’h-gouez, ar big Beg-Araok, ar marc’h Bichar hag Izidor ar c’hole, o tont da saludi Alanig, ha da bokat d’ezañ.

Ar re a vage ar vrasa kasoni outañ a gamme bremañ o muzellou evit ar mousc’hoarz floura. Ar re a

− 55 −