Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/62

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Chann ! Chann ! digorit an nor ’ta ! »

Al louarnez ne gleve ket.

« Chann ! Chann ! digorit d’imp an nor ! »

Chann he doa klevet. Digeri a reas he diouskouarn. Daoust ha n’eo ket mouez Alanig he doa klevet ?

« Piou a zo aze ? » a c’houlennas-hi.

« Alanig al louarn, ho kwaz an hini eo. Digorit d’imp an nor. Baroned ha prinsed al lez a zo deut a-berz ar roue Nobl da ober d’eoc’h eur weladenn ».

Chann a lakaas adarre he fri er prenestr. Gwelout a reas Alanig, touzet e gein hag e gof, hag e chomas souezet. Soñjal a reas dioustu e oa unan eus e droiou kamm. Met pa welas an niver a dudjentil a oa deut da ambroug anezañ, e voe darbet d’ezi sempla adarre … met gant al levenez an taol-mañ. Diskenn a reas eta da zibrenna, da zivorailha ha da zisparla dor ar c’hastell.

Alanig a reas degemer mat d’e vignoned nevez. Rei a reas d’ezo da eva sistr kement ha ma karent, ha goude, eul lommig chouchenn da bep hini.

« Siouaz d’in ! » emezañ, « n’oun ket evit rei d eoc’h da zebri. Ne vez debret em zi nemet geot ha gwriziou kutuilhet war dosenn Sant-Mikael hag er Yeun-Elez, hag, en deiziou-mañ, e-keit ha m’edon e Kemper, va gwreg n’he deus kutuilhet na geotenn na gwrizienn. N’he deus debret netra, gant ar glac’har he doa, ha, gwelet hoc’h eus bremaik, kaer am boa hopal : Chann ! Chann ! den ne responte, rak va gwreg a oa semplet en he c’hambr gant an anken ha, dreist-holl, gant an dienez ».

Ar wirionez eo ne oa e kegin Alanig na geotenn na gwrizienn da zebri, sklaer eo. Bez’ e oa enni avat yer,

− 60 −