houidi, gedon, ha meur a dra vat all. Met arabat e oa lakaat war an daol eun askell yar, pe diskuliet e vije bet e holl dorfedou.
« Petra an dra-mañ ? » a c’houlennas Lostigloan. « N’eo ket eur bluenn yar a welan war al leur-di ? »
Alanig a c’hoarzas kenañ-kenañ, ha goude e sellas ouz e wreg gant eun aer kasaus.
« Arsa, Chann », emezañ, « perak ne ziwallit ket mat en hoc’h armel eun askell ken prizius ? Eur bluenn houad an hini eo, ha ganti em eus sinet ar peoc’h warlene gant kement loen hag en deus eskell da nijal ».
An holl a gavas an dra-se kaer-meurbet. Alanig a gendalc’has da deodegi. Ober a reas d'al loened bodet dirazañ eur brezegenn hir diwar-benn kaerder ar peoc’h ha diwar ar seiz penn-pec’hed. Goude e lezas e vignoned da vont kuit.
Ha dre ma tistroent da Gemper, e lavare ar varoned, an duged hag ar brinsed an eil d’egile :
« Pec’hed eo bet tamall anezañ. An Alanig-se a zo eur sant ».
Alanig a lavaras d’e wreg :
« Gwelout a rit, Chann ? Gounezet em eus. Anvet oun sekretour ha kuzulier ar roue, hag ouspenn, na brava tra ! ministr ar justiz ! »
« N’eo ket posupl ! »
« Eo, eo, ministr ar justiz oun anvet. Bremañ, an hini a zisplijo d’in n’en devo ket pell da veva ken, ma karan. E vuhez a zo etre va daouarn. Abalamour da se oun gwelet mat gant tudjentil ar palez. Pep hini a glask beza kar pe vignon d’in. A ! me hen lavar
d’eoc’h, Channig, ar baotred-se a zo paotred faos : an