Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/65

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




PENNAD XI


Alanig en dije c’hoaz pell amzer da veva, e Kastell-al-Laer, etre Tosenn Sant-Mikael hag ar Yeun-Elez, ken enoret hag ar roue en e rouantelez (N’ouzon ket ha bevet en dije eur vuhez skouer ha reiz : kendalc’het en dije moarvat da redek ar gwerimier ha da weladenni kludou ar yer, rak ar siou fall ne vezont ket trec’het gant eun taol teod na gant ar bluenn, met a-boan argaset e teuont en-dro d’an daoulamm). Bevet en dije brao, … panevet Kokoriko.

Anavezout a rit Kokoriko, pe, d’an nebeuta, klevet hoc’h eus ano anezañ ha lennet hoc’h eus en ho kazetenn pe klevet gant eun den bennak e oa bet lazet d’ezañ e wreg, ar paour kaez Mai-Graag, ar gwella dozverez eus holl zozverezed ar rouantelez. Dic’houzouget e oa bet gant Alanig al louarn !

Abaoe ma oa intañv, Kokoriko a glaske an tu da dalvezout e dorfed d’al louarn milliget. Touet en doa en dije lazet al louarn d’e dro. Met eur wall dra eo d’eur c’hilhog, ha pa ’z eo e ano Kokoriko, dont a-benn eus eul louarn, dreist-holl pa ’z eo e ano Alanig.

Kement kilhog ha kement yar a hete maro Alanig, met goap o dije graet ouz Kokoriko, deut c’hoant d’ezañ da rei eur maro trumm d’al louarn ! Nann, nann, ne oa ket bet darbet d’ezañ soñjal zoken en dra-se.

Kokoriko avat a glaske, deiz ha noz, penaos kas e venoz da benn. Siouaz d’ezañ ! an deiziou a dremene

− 63 −