an eil goude egile, ha ne gave maro mat ebet. Ne zebre mui, ne gouske mui. Deut e oa da veza skañv ha treut, hag e gribenn he doa kollet he liou ruz-tan. D’ar mintin, e tizoñje kana « kokoriko » pa darze sklerijenn genta an deiz war gein Menez Arre.
E vignoned a c’houlenne an eil ouz egile :
« Petra c’hoarvez gant Kokoriko ? »
Den ne oa evit respont. Kokoriko ne zaremprede mignon ebet mui, ha pa c’houlenne e vugale petra a c’hoarveze gantañ, e responte dezo : netra. E vignoned a lavaras :
« Kollet en deus Kokoriko e holl skiant vat gant maro e wreg ! »
Nann, nen doa ket kollet Kokoriko e skiant vat gant maro e wreg. Gant ar glac’har e oa deut zoken e spered da veza lemmoc’h eget a-raok.
Kavet en doa Kokoriko an tu da dalvezout e droiou kamm d’an aotrou Alanig. Mont a reas eta da welout ar c’hilheien hag ar yer er c’hoariou tro-war-dro, ha da zisplega dezo e venoz. Reutaet e oa e gof, reutaet e oa e vouez, e gribenn a oa deut da veza adarre ruz-tan, ha bep mintin, kerkent ha ma tarze sklerijenn genta an deiz a-douez gwez-avalou al liorzou, e kane a-bouez-penn : « kokoriko ! kokoriko ! » evel an den brudet a hope : « eureka ! », kavet em eus !
Ya, kavet en doa Kokoriko an tu da dalvezout e droiou kamm da Alanig al louarn. Met na yar na kilhog n’en em lakaas diouz e du. Lavarout a rejont an eil d’egile :
« Alo ! setu emañ aet sot-ran ar paour kaez Kokoriko ! »