Hag ar c’hilhog bihan en em lakaas en hent hep gortoz muioc’h.
Degouezet oa dirak Kastell-al-Laer. Eur c’hilhog kalonek e oa. Koulskoude e krene e galon en e greiz herroc’h eget kustum. Skei a reas eun taol, daou daol, tri zaol … Alanig ebet ne ziskoueze e benn. Petra ober ?
Neuze e hopas ar c’hilhog a-bouez-penn :
« Kokogoogook ! »
Kerkent e tarzas penn Alanig er prenestr. Daoulagad al louarn a lufre evel tan.
« Salud d’eoc’h, aotrou Alanig », eme ar c’hilhog, gant e vouezig o krena.
Alanig a chomas souezet-maro. Penaos ? Eur c’hilhog a zeue dan eur-se da gana da doull e zor ha da saludi anezañ ? Petra a c’hoarveze eta ? Setu perak e selaouas anezañ e-lec’h lammat warnañ hag ober eur gwask d’e c’houzoug.
E-keit ha m’edo ar c’hilhog oc’h ober e dro e Kastell-al-Laer, Kokoriko ne golle ket e amzer e Rokinarc’h. Lakaet en doa ar yer renk-ouz-renk, stardet an eil ouz eben. Yer a oa war al leur-di, yer a oa war ar c’hludou, yer a oa war holl bazinier ar skeuliou, met ne oant mui heñvel ouz yer ar rouantelez. Ar re-mañ a oa da ziwall outo : houarnet e oa o c’hof, eur c’holier broudet en-dro d’o gouzoug, begou dir hag hir war beg pep hini, hag ivinou lemm evel nadoziou war o zreid.
Alanig a zegouezas. Kokoriko a zigoras an nor hag