Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/73

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

c’hoad. Pelloc’h e klevas eur gegin o ragachat. Dao ! gwelet e oa bet adarre ? Trei a reas a-gleiz, hag edo o heulia eur wenodenn pallennet gant geot munut ha bokedou-laez, pa welas dirazañ, troet gantañ e gein, eur c’honikl oc’h ober chiboud en eun doare ken brao !

Edo azezet war e lostig flour-flour, gwenn-gwenn, berr-berr, eul lostig a netra, ha koulskoude kalz brasoc’h eget e hini d’ezañ, paour kaez Alanig al louarn !

Alanig, gant aon da veza gwelet, a gemeras eur wenodenn all, war an tu dehou.

Soñjal a rae dre ma kerze : ret e vefe d’in kavout eur mignon bennak da gas d’am gwreg ar c’helou trist. Piou a gavin ? Eur paour kaez reuzeudik, a zo kouezet warnañ eur gwall zarvoud, a goll dre an hevelep taol e holl vignoned, ha va istor trist a lakaio levenez en o c’halon. Petra ober ?

Alanig a soñjas neuze en doa eun dra fur d’ober : mont war-eeun da gavout eur medisin bras hag a c’hellje parea an trouc’h ha lakaat d’ezañ marteze, — en amzer bremañ e reer kemend-all a draou burzudus ! — ya, lakaat d’ezañ eul lost faos.

Mont a reas er-maez eus koad ar C’hrannou, aon gantañ atao beza gwelet. Kent e valee war lez an hent evit tizout al labousedigou ha yer an tiegeziou. Bremañ, avat, e valee er foz gant aon da veza gwelet gant ar yer hag al labousedigou. Eul louarn trist e oa deut da veza. Ne ehane ket sellout en-dro d’ezañ, ha dreist-holl a-dreñv, ha da gement sell, e wele e oa eul louarn besk !

Buoc’henned a oa o peuri war an hent. Lammat a reas er park. Er park, eur gazeg hag eun ebeul a zaoulamme evit c’hoari, leuniet o c’hof pell ’oa. Dre

− 71 −