Goueliou rouanezed bro Gerne, a vez eno bep bloaz, n’int netra e-keñver ar goueliou bras a voe gwelet en deiz-se e palez ar roue, en enor da Job ha da Lom. An holl loened o doa gwisket o c’haera dilhad seiz, gwriet gant neud arc’hant ha neud aour, ha goloet a berlez talvoudus. Meur a hini en doa lakaet war gein e holl zanvez betek an diweza diner. An dimezelled o doa trouc’het o bleo ha gwisket botou satin gwenn gant seuliou uhel. Ne ouient mui penaos en em lakaat na peseurt geizou ober gant ar joa o doa.
Sonerien vrudet Kêr-Ahez a c’houezas en o biniou hag a zistagas an dibab eus o soniou. Lip-e-Bao ar c’haz a zigoras an dañs gant Gwennig an erminig. Lom a azezas war eur skaoñ evit sellout ouz ar gorollerien. Rei a rae tro d’e gorf gant ar c’hoant mont d’ober eun abadenn, met furoc’h e oa d’ezañ chom azezet, rak gant an dud o trei hag o tistrei, e vije bet kignet e gein e-lec’h ma oa bet diskroc’henet evit ober eur sac’h ler da Alanig. Job a zañse gwasoc’h eget eun diaoul, hag a lipe ar gavotenn hag ar jabadao bravoc’h eget paotred Bañleg.
Goude ar c’horoll e voe kan ha gourenou.
Frimist ar gaerell a ganas war eun ton anavezet eur werz trist-meurbet savet ganti, a-hed an hent, en eur zont da Gemper.
Setu amañ ar werz kaer-se, bet kavet, n’eus ket gwall bell, e Kemper-Kaourintin e-touez paperou koz :
Tostait, koz ha yaouank, tostait holl da glevet,
Da glevet eur werz trist a zo nevez savet.