Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/85

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Al louarn besk, al louarn besk ! Stankit an hent d’ezañ ma vo paket ! »

Alanig, avat, ne chome ket da selaou. Redek a rae kement ha ma c’helle, skañv evel an avel. E penn ar straed Siam, pevar femoc’h-gouez a oa kroget da zigeri ar pont. Allas ! pa zegouezas, petra ober, pelec’h mont ? Ma c’hellfe tec’hout betek en tu all d’ar Benfel ! Ha dao, war ar pont bras ! E-kreiz edo digor-frank. Ne c’hellas ket Alanig ober eul lamm pell a-walc’h evit tizout an hanter all eus ar pont. Koueza er mor a dregont metr a uhelder ne lavaran ket. Ober a reas eur plouf spontus en dour, ma lavaras al loened all a rede war e lerc’h :

« War e gof eo kouezet. Sur eo krevet ».

Distrei a rejont d’o zi. Ne oant mui gwall nec’het gant Alanig al louarn besk. Eo, paotred ar c’hazetennou a redas d’o bureviou, a gemeras o fluenn, hag a skrivas war baper eur pennad all eus buhez Alanig, ar pennad diweza, e grede d’ezo.

Ne oa ket ar pennad diweza eus buhez Alanig. Nann, nann, arabat kredi. Eul louarn da laza a zo ken start ha kaz. Goulennit digant ar chas hag e vezo lavaret d’eoc’h.

Droug kof en doa bet Alanig en eur goueza, met ne oa ket lazet. Neui a reas dre zindan an dour e-pad eur pennad mat. N’ouzon ket ha gouzout a ra al lern neui pell amzer dindan an dour. N’eus forz, rak lavaret em eus : Alanig n’eo ket eul louarn evel ar re all.

Pelec’h en doa douaret ? Den ne ouie. Kredi a rae d’an holl e oa bet beuzet evit mat.

Pa glevas ar c’helou, ar roue Nobl a zeuas da veza trist. Gervel a reas loened jentil e balez :

« Prinsed ha baroned », emezañ, « gwall gelou a

− 83 −