Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/88

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

derzienn da heja d’ezañ e gorf. Ne rede mui en e wazied nemet eur gwad paour ha dinerz. Ar maro a oa tost.

Eeun-hag-eeun, pa voe aet an heol a-ziwar weled, e rentas Alanig e vuhez war beg ar menez, dirak an holl gêriou hag ar parkeier en doa graet enno meur a dorfed ha meur a dro gamm a-hed e vuhez eürus.

Kerkent ha ma voe marvet Alanig, e voe klevet ar Youdig, e-lec’h ma vez stlapet ar chas milliget, oc’h ober eun trouz spontus, evel ma vije bet an holl chas-se o razailhat hag o c’harmi hag o c’houlenn al louarn reuzeudik.

Ne voe ket stlapet al louarn er Youdig euzus. Nann. E gorf a chomas e-pad hir amzer war beg ar menez, gwalc’het gant ar glao ha krazet gant an heol.

Eun abardaez-noz, eur vran a zegouezas d’ezi tremen e-biou d’an dosenn. Gwelout a reas Alanig maro, hag e relegou paour astennet e-touez ar brug. Mont a reas dioustu da gas ar c'helou dre ar vro.

Penaos ? Alanig a oa marvet war gorre menez Sant-Mikael, pa grede d’an holl e oa bet beuzet er Benfel ? Penaos en doa gallet en em denna diwar an drouklamm ha mont betek menez Arre hep beza gwelet ? Arabat beza souezet re en holl : eul louarn en deus betek mervel meur a dro gamm en e sac’h, hag e tispak anezo pa soñjomp an nebeuta.

Eur barz a savas eur werz en enor da Alanig, ha nebeut goude e veze kanet ar werz-se d’al leuriou nevez, d’ar peurzournou, d’ar foariou ha d’an ambleudadegou ed-du. Klevet em eus kana anezi meur a wech e Landi, e Plougastell, e Kastell-Paol, e Brasparz hag e lec’h all. Bep taol em eus kavet anezi brao-

− 86 −