Digorit, me ho ped, paotred, ho tiouskouarn,
Ma klevot torfed bras Alanig al louarn.
Va dourn ’gren o skriva an torfed milliget,
Va mouez ’gren o kana ar werz am eus savet.
Anken ’zo em c’halon, anken ha glac’har bras,
Pa soñjan en torfed ’zo c’hoarvezet, siouaz !
’Zo c’hoarvezet du-se, bremañ ’z eus daou zevez,
E-barz Kastell al Laer, e-tal ar Yeun-Elez.
Alan en doa pedet Lammig, e vignon kaez,
Da vont da frikota d’e di, eur mintinvez.
« Lammig », emezañ, flour, « deuit ganin, va mignon :
Mar doun eus gouenn al lern, n’oun ket louarn gwirion ;
Me ’zo louarn dizroug, konvertiset kristen,
Touet ’m eus mont da Roum ’vit ober pinijenn.
Warc’hoaz e vin en hent war-du an Itali,
Deuit da drinka ganin, va mignon, e va zi. »
Ar c’had, loenig dizroug, a gredas anezañ.
« Gant plijadur ez an d’ho kastell », emezañ.
Kerkent ’ma voe serret warno an holl zoriou,
Ma c’hoarzas Alanig, dizolo e skilfou.
’C’hoarzas leun a grizder hag a droas e gaoz.
« Plijadur ’vo en ti », eme ar mignon faos.
« Laouen e vo va gwreg, laouen va bugale,
Rak c’houi ’zo bet maget e palez ar roue ;
C’houi a zo bet maget er palez, e Kemper,
Hag ho kig, Lammig koant, a dle beza tener ;