Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/90

Ar bajenn-mañ n’he deus ket ezhomm da vezañ adlennet.




ALI A BOUEZ

Lavaret hor boa e vije niverenn ebrel 1937 niverenn diweza « Kannadig Gwalarn ». Gant na chom, avat, nemet eun nebeudig koumananterien, eun ugent bennak (ar re all o veza dilezet ac’hanomp pe o veza koumanantet da « Walarn »), echui a reomp « Kannadig Gwalarn » gant an niverenn-mañ.

Koumananterien « Kannadig Gwalarn » a vo kaset d’ezo diou eus niverennou « Gwalarn » ar bloaz a zeu, dibabet e-mesk ar re aesa da lenn. Ma kavont gwelloc’h, e c’hellont kaout en-dro o arc’hant evit an niverennou n’o devo ket.

Eur c’halvadenn start a reomp da goumananterien « Walarn » da adkoumananti ar buana ar gwella. Kaletoc’h-kaleta e teu ar stourm, gant ar priziou o kreski a bep tu. Ret soñjal n’eus ket betek-hen, gant ar c’houmanantou hepken, peadra da voula c’houec’h niverenn, ha war wasaat e c’hellfe mont an traou c’hoaz.

Eur ranngalon eo bet d’imp rankout chom hep embann en niverenn-mañ ar skeudennou hollgaer treset gant P. Peron. Pa vo advoulet « Alanig », da lavarout eo, pa ouezo ar Vrezoned lenn o yez gwelloc’h eget hizio, e c’hellint beza embannet, moarvat.

En niverenn a zeu e voulimp kalz a bennadou chomet war-lerc’h en dro-mañ. Eun nebeut keleier hepken a roomp amañ, berr-ha-berr :

Adembannet e vo dizale AR FALZ, ha n’eo ket maro, evel ma lavar tud ’zo.

Eul levr talvoudus-dreist a zo bet embannet gant an Ao. F. Vallée : « Mots français et Bretons classés d’après le Sens ». Priz : 12 lur (a gredomp). Skriva d’an Ao. F. Vallée, 37, rue St Benoit, Sant-Brieg.

Deiziaduriou Brezonek evit 1937, treset gant X. de Langlais, a vo embannet gant « Union des Œuvres Bretonnes », Pleiber-Krist. Priz : 20 real ar 5 ; 10 lur an 12 ; 16 lur an 20 ; 75 lur ar 100. Skriva da : Mme J. Caouissin, Pleyber-Christ (C.C. 22.092 Rennes).

Trugarez d’ar re o deus kaset d’imp profou evit kef « Brezoneg ar Vugale ». 500 eus niverennou ar miz-mañ a zo bet moulet gant an arc’hant-se ha kaset da renerien « Brezoneg er Skoliou ».

Moulerez 17, ru d’Algesiras, Brest

Ar Merour : Y. Drezen