An den yaouank de guerent
— Arça eta, va oll guerent, me ia da lavaret :
Ranna rit ma c’halon, troubli ret ma spered,
Me ia da lavaret d’oc’h, quenavo ! quenavo !
Varc’hoaz pa darzo an de, me a vezo maro !!!
An den yaouank rancontras e vestres
Don heur goude creiste, me gavas va mestres,
A y glaharet bras a leun a dristidigues.
— Autro Doue, den yaouank, peub eus planéden.
Rannet ezeo ma c’halon, siouas gan an anken.
Oh ! querent malheurus, c’hui a pe ar galon
[Da lezet daou den yaouank da vervel gant ran-galon.]
An daou den yaouank d’ho c’herent
— Preparet ho tillad caon, aben arc’hoas vintin
N’y a vo cavet maro, dindan ar veen ivin
A zo quichen an illis, e cornic ar verred,
A dindan pehini, n’y a vo interret
Laquet a hanomp, me o ped, dindan ar memes be,
Evit ma veffomp assembles, hed an eternite ! Amen !
François RUPPE