Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
Introduction.

tou hac o lacat evez ouzin dre an dreillou.

Ar bedervet fæçon a gonsist oc’h en em servichout eus an imagination hepquen, oc’h en em represanti hor Salver en e humanite sacr evel pa ve en hor c’hichen, ec’his ma vezomp custum d’en em represanti hor mignonet ha da lavaret, me a sonch din e velàn hen-a-hen oc’h ober an dram’andra, semblantout a ra din e velet, pe un dra bennâc evelse. Hoguen mar be Sacramant an Auter presant eleac’h ma veac’h oc’h ober hoch Oræson, hounez a ve ur bresanç reel en effet ha non pas epquen en imagination ; rac ar speç hac an aparanç a vara a ve ec’his un tapisseri, pe adren hini e ve hor Salver realamant oc’h hor guelet hac oc’h hor c’honsideri, evit ha n’er guelomp eno en e furm propr. En em servichout a reor a unan bennâc eta eus ar peder moyen-mâ da lacat hoch ene e presanç Doue abarz antren en Oræson, ha ne de quet a propos deoc’h o implija oll assambles nemet-unan beveich hepquen, hac an drase brefamant ha simplamant.




AN TREDE CHABISTR.
Var an Invocation, pehini eo an eil pouent eus ar Breparation.


AN invocation a vez great er fæçon-mâ : hoc’h ene oc’h anaout ervat ema e presanç Doue, a zeu d’en em brosterni dirazàn