Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/103

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
d’ar Vuez Devot.

teriou-se oll, eleac’h ma ze quistion eus a draou visibl ha sansibl : rac evit ar Mysteriou all eus ar c’hrandeur a Zoue, eus an excellanç eus ar vertuziou, eus ar fin p’evit hini ez omp crouet, pere a so traou invisibl, ne de quet quistion d’en em servichout eus an seurt imagination-mâ : guir eo, ec’hal-léur ervat implija un hevelediguez hac ur gomparæson bennâc evit sicour ouz ar gonsideration ; mæs an drase a so dificil bras da rancontr ; ha ne fell din treti gueneoc’h nemet simpla ma ze possibl, en hevelep fæçon ne vezo quet ho speret cals ambarasset oc’h inventi imaginationou.

Dre voyen an imagination-se e ranfermomp hor speret er Myster pehini a fell deomp da vedita, evit na daï quet da redec ha tum’ha tuont, ec’his ma vez ranfermet ul labouç en ur gaouet. Ur re bennâc a lavaro deoc’h cousgoude penaus e quenver en em represanti ar Mysteriou-se, ez e cals guell songeal enno simplamant dre ar feiz, hac o c’honceo spirituelamant hepquen, pe-autramant consideri penaus e tremen an traou-se en ho speret propr ; hoguen an dra-se a so re subtil evit nep so c’hoaz o commanç ober oræson, ha quenavezo Doue d’ho tiorren hueloc’h, e ven avis deoc’h, Philotee d’en em zerc’hel en draouyen isel pehini a zisquezàn deoc’h.