em amanti. Dre exempl, ar guenta coms a lavaras hor Salver var ac Groas a broduo suraoualc’h un affection vad en hoc’h ene d’e imita, da c’houzout eo an desir da bardoni d’hoc’h adversourien ha d’o c’haret. Hoguen me lavar bremâ penaus eo nebeut quemense, ma na ajoutit var an desir-se ur resolution particulier er fæçon-mâ. Hebien eta n’en em choquin mui evit ar c’homsou dipitus-se a lavaro hen-a-hen var va foues, n’en em fourmalisin mui evit an disprijanç-se a raï hen-a-hen achanon, er c’hontrol me a lavaro hac a raio an drama’n-dra evit e c’hounit hac e appesi, hac evelse evit an nemorant-all. Dre ar voyen-mâ, Philotee, e courrigeot ho fautou e ber amser, eleac’h mar en em gontantit gant an desirou hac an affectionou hepquen, n’er greot nemet dre un hir amser ha dre gals a boan.
Rfin eo ret conclui ar Veditation dre deir action pere a ranqueur da ober gant brassa humilite a so possibl. Ar guenta eo an action a c’hraç o trugarecât Doue eus an affectionou hac ar resolutionou en deveus roet deomp, hac eus e Vadelez hac e drugarez pere hon eus anavezet er Myster eus ar veditation... an eil eo an action a offranç,