Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
Introduction.

memor anezo epad an deiz hac evit o c’hueza evel ur Boquet spiriruel. An dra-se ervad a vez great var al leac’h memes ma hor bez great ar veditation oc’h en em antreteni hac oc’h en em bourmen en hor part hon-unan var guemense un nebeut amser goudese.




AN EIZVET CHABISTR.
Eleac’h ma roer avisou profitabl meurbet var ar sujet eus ar Meditation.


REt eo, Philotee, pa ho pezo finisset ho meditation e talc’hac’h memor eus ar resolution ho pezo quemeret, evit beza sourcius d’ho fratica en deiz-se ; hennez eo ar profit bras eus ar veditation, anes pehini e vez alies non pas hepquen inutil, mæs noasus, abalamour ar vertuziou meditet hep beza pratiquet, a laca ar speret aviziou d’en em c’hueza ha d’en em ourgouilli : rac hon amour propr a ro deomp da gridi penaus ez omp ar pez ma zomp en em resolvet da veza ; quemense a so guir mar de ferm ha sincer hon resolutionou ; mæs eleac’h beza sincer, ezint er c’hontrol vean ha dangerus, ma na vezont pratiquet ; ret eo’ta lacat peb-tra en usaich evit o fratica ha na lessot quet an occasionou a guemense da dremen ebiou, pe y bian pe y bras. Dre exempl mar em bez quemeret ar resolution da c’hounit dre