Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

a ràn, quement a lavaràn, quement a zesiràn ha quement a sonjàn.




O R Æ S O N
Evit dedia al Levr-mâ da c’hloar Doue ha da silvidiguez an Eneou.


O Va Jesus douç ha mad, va Autrou, va Salver ha va Doue, chetu me amâ prosternet dirac ho Majeste, o c’hoffr hac o tedia al Lêvr-mâ d’ho cloar : roit an nerz hac ar vertuz eus ho penediction d’ar c’homsou pere a so ennâ, evit ma c’hallo an Eneou, p’evit re em eus-èn great, receo anezàn an inspirationou sacr pere à zesiràn dezo, ha particulieramant an inspiration da implori varnon ho trugarez infinit, evit d’ar fin, o tisquez d’ar re-all an hent eus an devotion er bed-mâ, na vezin quet reprouvet ha collet eternelamant er bed-hont, mæs quent-se ma canin ganto da jamæs evit Cantic a driomphl ar guer-mâ pehini a brononçàn eus a greis va c’halon e testeni à fidelite emesq an dangerou eus ar vuez mortel-mâ :

BEVET JESUS, BEVET JESUS.
Ya, va Autrou, va Jesus,
Bevit ha renit c’hui hepquen
En hor chalonou da viquen. Amen.