Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
Introduction.

aviziou-all ouz ar Sent, hac ouzomp hon-unan, ouz hor c’halon, ouz ar bec’herien ha memes ouz an traou maro hac insansibl, evel ma veleur e ra David en e Salmou, ha ma o deveus-èn great ar Sent-all en o meditationou hac oraæsonou.




AN NAVET CHABISTR.
Evit an degout pehini a erru er Veditation.


MAr gu’erru gueneoc’h, Philotee, n’ho pezo gout na consolation ebet er veditation, me ho ped, na zeuot quet d’en em droubli evit quemense ; ho pezet recours neuse dar beden vocal, gouelit hac huanadit dirac hor Salver ; avoueit ountâ ervat ez ouc’h indin e roe gout ebet deoc’h, pedit-èn cousgoude d’ho sicour, poquit d’e Imaich, mar hoc’h eus-èn, livirit dezàn ar c’homsou-mâ eus a Jacob, n’ho lisin quet quen ho pezo roet din ho penediction, peautramant ar c’homsou-mâ eus ar Gananeen : ya, va Autrou, me a ene ervat ne doun nemet ur c’hi pe ur guies, mæs ar chass o devez ar brusun diouz taol o mestr da zibri.

Aviziou-all quemerit ul lêvr en ho tourn ha lennit-èn gant attantion quen a vezo deuet ho speret d’en em ziuna ha da guemeret gout en Oræson ; excitit ho calon dre ur mouvamant hac ur fæçon exterieur bennâc a ze-