Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
Introduction.

offrit-èn gant hoc’h-oll desseinou mad d’ar Vajeste a Zoue, oc’h e supplia d’ho quemeret dindan e brotection ha d’ho crehat evit ma er servichot fidelamant ; hac evit ar sujet-se livirit mui a galon eguet a c’henou : O va Doue, chetu amàn ar galon baour ha miserabl-mâ, pehini dre ho madelez e deveus concevet cals a affectionou hac a resolutionou mad evit ho servich ; hoguen allas ! caër e deveus en em efforci da glasq effectui ar mad a zesir da ober, nemedoc’h-hu a rohe dezi ho penedidion celestiei, pehini a c’houlennàn ouzoc’h en intention-se, o Tad deboner, dre ar merit eus a Bassion ho Map quer, en enor da behini e consacràn hac e c’hoffràn an dervez-màn hac ar rest eus va buez. Invoquit ar Verc’hes hon Itron, hoc’h Eal mad hac ar Sent, evit ma hoc’h assistint e quenver quemense. Mæs an oll actou spirituel-màn a dle beza great e ber gomsou ha gant ferveur abarz sortial eus ho ty , mar de possibl, evit dre voyen an exerciç-se ma couezo benediction Doue var guement a reor epad an deiz ; hoguen me ho ped, Philotee, na vancot jamæs d’an dra-man.


————