Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
d’ar Vuez Devot.




AN UNECVET CHABISTR.
Var an Exerciç diouz an nos ha var an Examen a Goustianç.


EC’his ma tleit ober ul lein spirituel dre voyen ar veditation abarz ho lein temporel, e tieit ivez abarz ho coan temporel, ober ur goanic spirituel pe da viana ur gollation devot ha spirituel. Quemerit eta un amser bennâc abarz pouent ho coan, hac o veza en em brosternet dirac Doue, destumit ho speret ec’hars treid Jesus-Christ crucifiet, pehini a represantot deoc’h hoc’h-unan dre ur gonsideration simpl ha dre ur guel interieur ; elumit adarre an tan eus ho meditation diouz ar mintin en ho calon, oc’h e sevel etrese ar Salver divin-se eus hoc’h ene dre actyou fervant a esperanç, a humilite hac a garantez, peautramant o repeti ar poenchou ho pezo saouret muia en ho meditation diouz ar mintin, pe oc’h en em excita dre ur sujet-all a nevez evel ma queffot guella.

Evit an examen a goustianç pehini a dleer ato da ober abarz mont da gousquet, peb-unan a oar penaus a ranquer e fratica. Da guenta e trugarecaomp Doue d’hor beza conservet epad an deiz. D’an eil ec’h examinõp penaus ez omp en em gomportet e quement heur a so en deiz ; hac evit ober eassoc’h a-se an examen-se, e considerrimp p’eleac’h, pe