Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
Introduction.

ec’his ar gaouen en ur c’hos edifiç o clem hac o vouela hor fautou hac hor pec’hejou ; hac en deiz ma pignas en Eê e oue henvel ouz ar filip, oc’h en em retira hac o nigeal en Eé, pehini a so evel an doen eus ar bed : en tri leac’h-mâ ec’hellomp ivez ober aviziou hon retret etouez an tracassou eus hon afferou hac hon occupationou. An Den eürus Elzear o veza bet absant pell-amser diouz e Bried devot ha chast hanvet delfina, e caças-hi betec ennâ un den expres da c’houzout penaus anezàn, hac e respontas-èn dezi ; yac’h oun manific, emezàn, va fried guer ; ha mar fell deoc’h va guelet, n’hoc’h eus nemet va c’hlasq er Chouli a gostez hor Salver douç ; rac eno e ràn va demeuranç, hac eno vezo em c’heffot ; inutil vezo deoc’h va c’hlasq un tu-all. Hemâ a ioa ur Christen mad.




AN TRIZECVET CHABISTR.
Var an inspirationou, an Oraæsonou jaculator hac ar songesonou mad.


EN em retira a reomp e Doue, abalamour ma c’haspiromp varzu-ac-ennàn, hac ec’haspiromp varzu-ac-ennàn evit en em retira ennâ, en hevelep-fæçon ma teu an aspiration etrese Doue hac ar retret spirituel d’en em antreteni ha d’en em souten an eil eguile, hac an daou dra-mâ a zeu eus ar songesonou mad. Aspirit alies eta etrese Doue ;