Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
d’ar Vuez Devot.

mant, eme Sant Gregor a Nazianze, custum oun da raporti peb tra d’am profit spirituel. Santes Paula, hervez ma raport St. Jerom, a rea evelse un usaich mad eus a bep seurt rancontr oc’h en em servichout eus a bep tra evit sevel he chalon etrese Doue dre aspirationou ha songesonou santel.

En exerciç-mâ eus ar retret spirituel hac eus an oraæonou jaculator eo e consist ar poent bras eus an devotion. An exerciç~mâ a ell rapari an deffaut eus an oll oræsonou all, mæs an deffaut hac ar mancamant eus an exerciç-mâ n’ell casi jamæs beza raparet dre nep seurt moyen all ebet ; hep an exerciç-mâ ne ouffet quet ober ervat er vuez conremplatif, na ne ouffet nemet goual ober er vuez actif. Hepzàn ne deo ar repos nemet lesireguez, nac al labour, nemet ambaras ; ha rac-se ho suppliàn en ho profit d’en em rei d’an exerciç-mâ eus a greis ho calon hep jamæs dispartia diountàn.




AR PEVARZECVET CHABISTR.
Var ar Sacrifiç Divin eus an Oferen ha penaus e ranquer e c’hlevet.


N’Em eus quet comset deoc’h sioaz eus ar Sacrifiç sacr ha santel eus an Oferen, pehini eo an heol eus an exerciçou spirituel, hac ar centr pe ar galounen eus ar Religion gristen, hac an ene eus an devotion ; ur