Myster pehini ne aller quet da ziscleria, eleac’h ma zeo ranfermet an abym eus ar Garantez divin, ha pe dre hini e teu Doue d’en em rei deomp reelamant ha da gommunica ouzomp e c’hraçou hac e faveriou gant ul liberalite admirabl meurbet.
Ne ouffet quet lavaret peguement a nerz e deveus an oræson pehini a reomp en union gant ar Sacrifiç divin-mâ : en hevelep-fæçon Philotee, ma receo an Ene dreizàn un abondanç vras a faveriou celestiel, ec’his pa ve harp ouz e muia caret, pehini e rent quel leun a c’huez mad hac a zouçder spirituel ma zeo henvel ouz ur pilierat moguet eus a goat aromatiq, a vyrr, a esanç hac a barfumou eus a ur c’huez dilicat, evel ma e scrifet e lêvr ar C’hanticou. Grit eta ho possibl da asista bemdez en Oferen santel, evit offr gant ar Belec ar Sacrifiç eus ho Redemtor da Zoue e Dad hac evidoc’h hoc’h-unan hac evit an Ilis universel : Sant Ian Chrisostom a lavar penaus e vez en dro d’an Auter un nombr bras a Elez evit enori ar Myster sacr-mâ ; ha ny oc’h en em gaout eno ganto ha gant ur memes intention ne ellomp nemet receo cals a influançou hac a zonæzonu favorabl en un seurt compagnunez. Ar c’heur eus an Ilis Triomfant hac hini an Ilis Militant en em unis assambles gant hor Salver en action divin-mâ evit gantàn, ennàn, ha dreizàn ravissa calon Doue