Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/133

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
d’ar Vuez Devot.

an Tad ha tenna e drugarez varnomp. Pebez eur da un ene contribui devotamant gant e affedion en ur mad quer precius hac a so quement da veza desiret !

Ma na ellit quet abalamour da un necessite bennâc en em renta presant a gorf er sacrifiç souveren-mâ, da viana e tleit douguen ho calon evit asista ebarz dre ur bresanç spirituel. Da ur poent bennâc eta diouz ar mintin iit d’an Ilis a speret ma na illit mont a gorf, unifiit hoc’h intantion gant hini an oll Gristenien ha grit ar memes actionou interieur eleac’h ma emaouc’h, evel a rac’h ma veac’h presant a gorf er Sacrifiç santel eus an Oferen en un Ilis bennâc.

Mæs evit clevet pe reelamant pe spirituelamant an Ofern santel ec’his ma e dleet. Da guenta er gommançamant o c’hortos ma zai ar Belec ouz an Auter grit ar breparation gantàn, pehini a gonsist oc’h en em lacat e presanç Doue, oc’h anaout peguen indin ouc’h da asista en e Sacrifiç hac o c’houlen pardon ountàn eus ho pec’hejou. D’an eil adalec ma vez eat ar Belec ouz an Auter bete an Aviel considerit an donediguez hac ar vuez eus hor Salver er bed-mâ dre ur gonsideration simpl ha general. D’an trede adalec an Aviel bete ar Credo considerit ar bredication eus hor Saiver, ha protestit e fel deoc’h beva ha mervel er greden d’e gomsou santel hac en union eus an Ilis Catolic.