Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/134

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
Introduction.

D’ar pevare adalec ar Credo bete ar Pater noster appliquit ho calon er Mysteriou eus a Varo ha Passion hon Redemtor, pere a so actuelamant hac essantielamant represantet er Sacrifiç divin-mâ, pehini a ofrot da Zoue an Tad evit e c’hloar hac ho silvidiguez assambles gant ar Belec ha gant ar ret eus ar Bobl. D’ar pempet adalec ar Pater bete ar Gommunion, da lavaret eo bete Domine non sum dignus, en em efforcit da furmi en ho calon mil desir, o caout ur c’hoant bras meurbet da veza da jamæs unisset gant ho Salver dre ur garantez eternel. D’ar c’huec’hvet adalec ar Gommunion bete ar fin eus an Oferen trugarecait e Vajeste divin eus e Incarnation, eus e Vuez, eus e Varo, eus e Bassion hac eus ar garantez a zisquez deomp er Sacrifiç santel-mâ, oc’h e suplia dre ar merit anezàn da veza bepret favorabl ha trugarezus en hoc’h andret, en andret ho tud hac ho mignonet hac en andret an Ilis universel : hac erfin oc’h en em humilia eus a greis ho calon recevit devotamant ar Venediction divin pehini a ro deoc’h hor Salver dre voïen e Officer ar celebrant.

Hoguen mar fell deoc’h durant an Oferen ober ho meditation var ar mysteriou pere a guemerit bemdez da vedita hervez ho tevotion, ne vezo quet necesser deoc’h en em arreti da ober an actou particulier-mâ pere [e]m eus merquet amâ deoc’h ; aoualc’h vezo