Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/135

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
d’ar Vuez Devot.

deoc’h er gommançamant dressi hoc’h intention da adori Doue ha da offr deza ar Sacrifiç santel-mâ dre an exerciç eus ho meditation hac eus hoc’h oræson ; rac an actou-se, ma hon eus comset anezo, en em guef e peb seurt oræson ha meditation pe en ur fæçon expres pe en ur fæçon cuzet. (Apropos eo rei deoc’h avis amâ penaus e queffot e Lêvriou ar C’hanticou Brezonec pere a so nevez imprimet hac aprouvet e Quemper, ur voyen excellant da glevet an Oferen devotamant.)




AR PEMZECVET CHABISTR.
Var an ezerciçou all, pere a so public ha commun.


OUzpen quemense, Philotee, eo ret da Sul ha da C’houel asista en Ofiç divin da lavaret eo en Oferen bred hac er Gousperou muia ma ellot : rac an deiziou-se a so consacret da Zoue, hac e tleer ober enno cals mui a actionou mad evit e enori hac e c’hlorifia, eguet en deiziou-all ; dre ar voïen-se e santot mil douçder ha mil devotion evel a rea Sant Augustin, pehini a lavar en e gonfessionou penaus oc’h asista en Ofiç Divin er gommançamant ma en em gonvertissas, e teuze e galon gant an douçder hac e zaoulagat gant an dalou a zevotion. Hac evit ma en livrin ur veich evit an oll, mui a Verit hac a gonsolation hon eus oc’h asista