dezàn, quen evit renta douç ha docil an Eneou da receo an Instructionou mad pere a rea dezo : hac e lavare an drase gant un affection quer bras, ma teue un demesel d’e recita var e lerc’h gant ur ferveur estrainch muguet triuguent vloaz goude ma oa clevet ganti eus e c’henou propr. Ur gonsolatiore vras a santis er bloaz tremenet o consacri un Auter var ar plaç ma c’heureu Doue d’an den Eürus-se beza ganet. Choasit particulieramant ar Sent peveus a re ec’hallac’h imita ha saouri guell ar vuez, hac en intercession pere ho pe ur fizianç particulier. Ar Sant pe ar Santes peveus a hini e touguit an hano, a so dija deputet deoc’h abaoue ho padiziant.
Ezit devot ha sourcius da glevet comsou Doue. Pe c’hui o c’hlevo en un antretien familier bennâc gant ho mignonet pe vignoneset spiriruel, pe c’hui o c’hlevo er Sarmon, clevit-y ato gant attantion ha gant respet ; grit ervat ho profit anezo, ha na lesit quet anezo da goueza d’an douar. Hoguen recevit-y evel ur baum precius en ho calon, oc’h imita ar Verc’hes sacr pehini a gonserve ur sourci bras en he c’halon an oll gomsou pere a lavaret e meuleudi d’he