outo erfin, eo ret da guenta oll ec’h ouffac’h petra eo ar vertusa zevotion : rac evel na deus nemet ur guir devotion, ha ma zeus un nombr bras a zevotionou vean ha faus ; ma na enevit pehini eo ar guir devotion, ec’h allac’h en em drômpla, oc’h en em amusi gant un devotion imprudant ha superftitius.
Ur Peinteur hanvet Arelius a gustume peinta quement Imaich a rea, diouz an ear hac an hevelidiguez eus ar merc’het pere a veze d’e faltasi ; evelse ivez e teu peb hini da beinta an devotion diouz e inclination hac e faltasi. Nep a so en em roet d’ar yun, en em guef devot-bras o yun alies, peguement bennâc ma vez leun e galon a rancun hac a gassoni ; hac evintàn da veza quer sobr, na grete quet tempra e deot er guin hac en dour so quen aveziou, n’en devezo damant ebet d’e dempra e goat e nessa dre an drouc-prezec hac ar c’halomniou. Unan en em istimo devot abalamour ma lavar cals a oræsonou bemdez, peguement bennâc goude an oll Pedennou-se na lavaro quet nebeutoc’h a gomsou c’huero, dipitus hac arrogant etouez tud e dy hac e ameseien, ha martese c’hoas e vezo sujet d’al leoudouet ha d’ar goal bedennou. Un all a sonch beza devot var zigares ez a lies-a-veich da gofes ha da Gommunia pe d’an Oferen, ha cousgoude ne les quet na de corrompet e galon