Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
Introduction.

oue a c’hoarvezas gant ar c’hrec-hont eus ar C’hanticou ; rac peguement bennâc ma oue touchet he c’halon gant joa o clevet ar vouez douç eus he fried quer oc’h e guervel, cousgoude ne savas quet da zigueri an cor dezàn var zigarez un excus sot ; hac he fried o tont d’en em facha, evel ma en devoa ræson, a yeas ebiou hac e dilesas. En em resolvit eta, Philotee, da accepti a galon vad an oll inspirationou hac an oll enclasq a blijo gant Doue da ober deoc’h ; ha pa erruo an inspirationou gueneoc’h, recevit-y evel Ambassadourien ar Roue celestiel pehini a fell dezàn contracti priedelez gueneoc’h. Selaouit pæsiblamant ar broposition a reont deoc’h : considerit ar garantez pe gant hini e teu Doue d’hoc’h inspira, ha cherissit an inspiration santel-se. Consantit gant an inspiration santel, mæs dre ur gonsantamant antier, carantezus ha constant ; rac er fæçon-se Doue, pehini ne illit quet da oblija, en em gafo, cousgoude obliget-bras d’hoc’h affection vad. Mæs abarz consanti d’an inspirationou eus a draou a gousecanç pe a draou extraordinal, evit na viot quet tromplet, consultit bepret ho Tirecteur, evit ma c’hexamino hac èn so guir pe faus an inspiration ; rac an adversour, o velet un ene pront da gonsanti gant an inspirationou mad, a bropos dezi alies inspirationou faus evit e zrompla : ar pez na ell jamæs da ober endra oboisso gãt humilite d’e C’hon-