Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
d’ar Vuez Devot.

Chabistr eus ar bedervet Quevren eus al lêvr-mâ. Na cenchit quet facilamant a Gonfessour ; mæs pa ho pezo choaset unan, continuit da renta cont dezàn eus ho coustianç d’an deizlou a vezo destinet evit quemense, o lavaret dezàn naïfamant ha franchamant ar pec’hejou pere ho pezo cometet, hac a amser e amser, evel ma ve ur veich bep mis pe bep daou vis, livirit dezà c’hoaz ar stad eus hoc’h inclinationou, peguement bennâc n’ho pe quet pec’het dreizo, eguis mar beac’h inquietet gant un dristidiguez hac ur chagrin bennâc, peautramant mar beac’h douguet d’ar joa, d’an desir da gaout madou, ha d’an seurt inclinationou-se, evit ma roï un avis mad bennâc deoc’h var guemense.




AN UGUENTVET CHABISTR.
Penaus e tleer monet alies da Gommunia.


LAvaret a reer penaus Mithridates, Roue ar Pont, o veza invantet ar Mithridat, pehini a so ur remed ouz ar poueson, hac o quemeret alies anezân, e fortifias e gorf dreizàn en hevelep-fæçon ne allas biscoaz goudese en em ampouesoni, hac èn oc’h æssa e ober, evit miret na gouezze etre daouarn ar Romaniftet. Hor Salver en deveus instituet ar Sacramant adorabl eus an Auter, pehini a gompren realamãt e guic hac e c’hoad,