Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
Introduction.

evit ma vevo eternelamant nep piou-bennâc en debro Ha rac-se piou-bennâc en receo alies gant devotion a zeu da fortifia ha da grehât ar yec’het hac ar vuez eus e ene en hevelep-fæçon ma zeo casi impossibl e ve ampoesonet gant nep seurt goal affection ; Ne aller quet beza maguet gant ar c’hic a vuez-se ha beva gant affection a varo ; en hevelep-fæçon ec’his ne alfe quet an dud, o chom er Barados-terres, mervel hervez ar chorf dre occasion an nerz eus ar frouez a vuez en devoa lequeat Doue ebarz ; evelse ivez e c’hellont chom hep mervel spirituelamant dre ar vertuz eus ar Sacramant a vuez-mâ. Mar deu ar frouez ar re denerra hac ar re a vrein buana, evel ma zeo ar c’heres, an abricot hac ar framboues, d’en em gonservi eas epad ar bloaz pa vezont confitet er sucr hac er mel, ne d’e quet estrainch mar deu hor c’halonou d’en em breservi diouz ar gorruption eus ar pec’het, peguer sempl bennâc ha peguen eas bennâc int da gorrompi, pa vezont ivez sucret ha confitet er c’hic hac er goad sacr eus a Vap Doue dre ar Communion. O Philotee, ar Gristenien pere a vezo daunet n’o devezo netra da replica, pa zisquezo dezo ar Barner just ar fazi o deveus bet da vervel spirituelamant, pa oa quen eas dezo en em veinteni e buez hac e yec’het oc’h en em vezur eus e Gorf sacr pehini en deveus leset ganto en intantion-se. Tud maleürus, eme