varnuguent.
Ommancit d’an nos diaguent d’en em brepari d’ar Gommunion santel dre gals a aspirationou hac a actou a garantez en andret hor Salver, oc’h en em denna un nebeut abretoc’h da gousquet, evit ma c’hellot ivez sevel mintinoc’h. Mar diunit en nos, carguit neuse-souden ho calon hac ho quenou eus a ur goms bennâc a c’huez-mad, evit dre ar voyen-se ma vezo parfumet hoc’h ene da receo ar Pried divin pehini a veill endra ma zouc’h cousquet, hac en em brepar da zigaç deoc’h mil graç ha mil faveur, mar douch disposet eus ho costez d’o receo. Diouz ar mintin sivit gant ur joa bras o chortos an eür pehini a esperit da gaout en deiz-se ; ha pa viot bet o cofes, iit gant ur fizianç vras, mæs ive gant un humilite vras da guemeret ar bouet celestiel-se pehini a zeu d’ho mezur evit an immortalite. Ha goude ma ho pezo lavaret ar c’homsou santel-mâ varlerc’h ar Belec (Domine, non sum dignus ; Autrou, va Doue, ne doun quet dîn e c’hantreac’h em stomac, &c.) na remuit mui ho pen nac ho musellou nac evit pidi nac evit huanada, mæs o tigueri honestamant ha modest ho que-