nou, hac o sevel ho pen quemerit ha ma e ret evit ma vezo commod d’ar Belec ho communia ha guelet petra a ra, recevit leun a feiz, a esperanç hac a garantez an hini pehini, pe da hini , pe dre hini, ha p’evit hini e credit, e c’hesperit hac e quirit. O Philotee, en em imaginit penaus, evel ma teu ar venanen, goude beza destumet divar ar boquejou ar gliz eus an Eê hac ar suc dilicat eus an douar, d’e chench e mel ha d’e gaç d’e c’hest ; toudememes e teu ar Belec, goude beza quemeret divar an Auter Salver ar bed, guir Map da Zoue ha guir Map d’ar Verc’hes, pehini evel ur boquet a so sortiet eus a zouar hon humanite, e teu ar Belec, a lavaràn, d’e lacât evel ur bouet douç en ho quenou ha diabarz ar guest eus ho corf. Goude ma ho pezo-èn recevet, excitit ho calon da zont da ober homaich d’ar Roue-se a silvidiguez. Tretit gantâ eus hoc’h afferou interieur, considerit-en diabarz enoc’h, eleac’h ma zeo en em lequeat evit hoch eürusdet ; erfin grit dezâ un diguemer ar guella a vezo possibl deoc’h hac en em gomportit en hevelep-fæçon ma c’hanavezzot en hoc’h oll actionou penaus ema Doue gueneoc’h.
Hoguen pa na ellot quet caout ar mad-se da gommunia realamant en Oferen santel, communiit da viana a galon hac a speret, oc’h en em unissa dre un desir ardant gant hor Salver. Hoc’h intantion vras er Gommu-