pere n’o deveus quet cals eus a afferou ar bed a dle Communia alies, abalamour ma o deveus ar gommodite a guemense, hac ar re pere o deveus cals eus a afferou ar bed a dle ober ivez, abalamour ma o deveus necessite a guemense ; hac an hini pehini a labour cals hac a so carguet a boaniou a dle ive dibri alies eus ar bouet divin-mâ. Livirit dezo penaus e recevit alies ar Sacramant santel evit disqui e receo ervat : abalamour na reer nemeur ervad un action, pe da hini n’en em exercer quet alies. Communiit alies, Philotee, ha liessa ma ellot gant avis ho Tad spirituel ; ha credit din-me ar gadoun a zeu da veza guen var certen meneziou er goan, abalamour na velont ha na zebront nemet an erc’h ; ha toudememes oc’h adori, hac o tibri alies ar guenet, ar vadelez hac ar burete memes er Sacramant divin-mâ e teuot da veza caer, da veza mad ha da veza pur meurbet.