Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/161

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149





AN DREDE QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION
D’AR VUEZ DEVOT,
Eleac’h ma zeus cals a avisou evit an exerciç eus ar vertuziou.




AR C’HENTA CHABISTR.
Var ar choas pehini a dleer da ober e quènver an exerciç eus ar vertusiou.


MAm ar guenan ne sorti quet emeas na vez accompagnunequeat gant he oll heet guenan ; hac ar garantez ne antre jamæs en ur galon na vez accompagnunequeat ive gant an trein eus an oll vertuziou all oc’h o exerci evel ma teu ur C’habiten da exerci e soudardet : mæs n’o laca quet en œuvr nac assambles, na quement-ha-quement, nac e peb amser, nac e peb leac’h. An Den just a so evel ur vezen, pehini a so plantet var bord an dour-ret, hac a zoug frouez d’e amser ; abalamour ma teu ar garantez, oc’h arrousi [un] [1] ene, da brodui en-hi ar frouez eus an œuvrou vertuzus, peb-hini d’e amser. Ar musiq, peguen agreabl bennâc eo en-hi e-unan, a so cousgoude im-

  1. Ouzhpennet diwar an destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]