portun en ur c’haoun, eme ur proverb. Un defaut bras eo e cals a dud, pere oc’h antrepreni an exerciç eus a ur vertuz particulier bennâc, a zeu d’en em aheurti da exerci ar vertuz-se e peb seurt rancontr, hac a fell dezo, evel ar Philosophet ancien hont, pe veza bepret o vouela, pe veza bepret o choarzin, ha gouaz a reont c’hoaz o vlam hac o repren ar re pere ne exerçont quet ato, eveldo-ii, ar memes vertuziou-se. Ret eo en em rejouissa gant ar re pere en em rejouis, ha gouela gant at re pere a vouel, eme an Abostol ; hac ar garantez a so patiant, douç ha benin, liberal, prudant hac a dremen diouz peb-unan hervez Doue.
Beza ez eus cousgoude vertuziou pere a dle beza lequeat en usaich casi bepret, ha ne dleont quet hepquen ober o actionou a part, mæs c’hoaz e tleont squilla o c’haliteou en actionou eus ar vertuziou all oll. N’en em bresant quet nemeur a occasionou da exerçi an nerz hac ar gouraich : hoguen an douçder, an demperanç, an honestis, an humilite a so certen vertuziou pe gant re e tle beza livet an oll actionou eus hor buez. Beza ez eus evit guir vertuziou all excellantoc’h eguet ar re-mâ, hoguen cousgoude an usaich eus ar re-mâ a so muia requis. Ar sucr a so excellantoc’h eguet an holen, mæs an holen a so da servichout liessoc’h ha generaloc’h. Ha rac-se eo ret ato caout pourvision