vat ha pront eus ar vertuziou general-mâ, pa ranquer en em servichout anezo casi ordinal.
Etre an exerciçou eus ar vertuziou, e tleomp preferi an hini a so muia conform d’hon dever, ha non pas an hini a so muia d’hor gout. An exerciç eus an austeriteou hac a vortificationou ar c’horf a yoa muia da c’hout Santes Paula evit jouissa mui a-se eus an douçderiou spirituel ; hoguen mui a obligation e devoa da senti ouz he superioret : hac evelse Sant Jerom a avoue penaus e verite ar Santes-mâ beza reprenet, abalamour ma rea abstinançou dreist voder enep an avis eus he Escop. An Ebestel er c’hontrol o veza destinet da brezec an Aviel ha da zistribui ar bara celestiel d’an eneou, a jugeas gant ræson mad penaus o divise fazi oc’h en em incommodi en exerciç santel-mâ, evit en lacat da gaout ar sourci eus ar beorien, peguen excellant bennaac eo ar vertuz-se. Peb vocation e deveus izom da bratica ur vertuz special bennâc. Ar vertuziou pere a dle beza exercet gant ur c’hreg demezet, a so dishènvel diouz ar vertuziou pere a dle beza exercet gant un intanves : ha peguement bennaac ma tle an oll caout an oll vertuziou, an oll cousgoude ne dleont quet o fratica quement-ha-quement, hoguen peb-unan a dle en em rei particulieramant d’ar vertuziou pere a so requis ar stad hac