Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/165

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
d’ar Vuez Devot.

particulier eus a ur vertuz bennâc, non pas evit dilesel ar re-all, mæs evit derc’hel justoc’h e speret occupet. Ur plac’h caer sclaerroc’h eguet an heaul, ornet ha paret royalamant ha curunet gant ur gurunen lore a apparissas da Sant Ian Escop eus a Alexandrii, hac a lavaras dezàn ; me a so merc’h ena d’ar Roue, margu’ellez va c’haout-me da vignones dit ; me az cunduo dirac e visaich. Ar Sant-màn a anavezas ervat oa an drugarez en andret ar beorien oa a recommande Doue dezàn dre ar plac’h caer-se, en hevelep-fæçon ma en em lequeas quement goudese d’e exerciç, ma voue galvet pelloc’h e peb leac’h Sant Ian an Alusenneur. Euloge Alexandrin o tesirout renta ur servich particulier bennâc da Zoue, hac o veza n’en devoa quet a nerz aoualc’h nac evit cundui ar vuez a solitud, nac evit en em lacat dindan oboissanç un all, a dennas en e di ur paourquez miserabl corrompet oll gant al lornez evit exerci en e andret ar charite hac ar mortification, hac evit e ober gant mui a verit, ec’herreu vœu d’e enori, de dreti ha d’e servicha evel a rae ur mevel d’e vestr ha d’e Autrou : mæs o veza deuet un dentation bennaac quen d’an den lofr-se quen da Euloge d’en em guitaat an eil eguile e zesiont d’en em adressi da Sant Anton, pehini a lavaras dezo, liquit evez mad, emezàn, va bugale, n’en em separac’h an eil