Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
d’ar Vuez Devot.

cherien Doue darn en em laca da sicour ar re glàn, darn da sicour ar re baour, darn da brocuri an avançamant eus an Doctrin christen etouez ar vugaligou, darn da zistrei an eneou collet hac egaret, darn da orni an Ilisou hac an Auteriou, ha darn all da brocuri ar peoc’h hac an union etre an dud : e quènver petra ec’himitont ar Brodeurien, pere a zeu da applica e naouspet fæçon gaer var ur fount bennâc ar seiz, an aour, hac an arc’hant, evit ober anezo peb seurt fleurachou var ur memes pez : evelse ivez an eneou devot-se pere a antrepren un exerciç particulier bennaac a zevotion, a zeu d’en em servichout eus an exerciç-mâ evel eus a ur fount evit ober o brodeur spirituel, pe var hini e praticont ivez e naouspet fæçon gaër ar vertuziou-all oll, o terc’hell evelse o actionou hac o affectionou guell unisset ha renquet dre ar raport pini a reont anezo d’an exerciç principal, ma zint en em roet dezi.

Pa vezomp attaquet gant ur valiç bennâc eo ret e quement a ma vezo possibl deomp en em laquat da bratica ar vertuz pehini a so control d’ar viç-se, o raporti ar vertuziou-all da honnez, rac dre ar voyen-se e trec’himp hon adversour ha ne lesimp quet n’en em avancimp er re-all oll. Mar doun attaquet gant ar superbite, pe gant ar goler, eo ret din e peb-tra en em drei hac en