Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/168

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
Introduction

em blega a gostez an humilite hac an douçder, ha lacat da servichout, da guemense an exerciçou-all eus an oræson, eus ar Sacramanchou, eus ar brudanç, eus ar fermete hac eus ar sobriete. Rac evel ma teu ar moc’h gouez evit lema o squilfou pere a servich dezo d’en em zifen, evel ma teuont a lavaràn d’o frota ha d’o rigouignat ouz o dent-all, pere a vez lemet ive quer couls diouto ; de-memes an den vertuzus, o veza antreprenet en em renta parfet er vertus peveus a hini en deveus mui a izom evit en em zifen, a dle e lema hac e affila dre an exerciç eus ar vertuziou-all, pere o fervichout da lema hounnez, a zeu ive da veza lemmoc’h, excellantoc’h ha poulicetoc’h diouti. Evel a c’hoarvezas gant Job, pehini oc’h en em exerci particulieramant er batiantet a enep quennalies a dentation evel a stourmas ountàn, a zeuas da veza parfetamant Sant ha vertuzus e peb seurt vertuziou. Evelse e bet c’hoarvezet, ec’his a lavar Sant Gregor a Nazzianze, penaus dre un action hepquen eus a ur vertuz bennaac exercet mat, en deveus gallet un den erruout er berfection eus ar vertuziou ; hac evit exempl e tigaç Rahap, pehini o veza exercet mat an ofiç a hospitalite o tiguemeret charitablamant ur veich estranjourien en he zi, e devoue goudese an eür da erruout en un enor hac en ur c’hloar vras; mæs an drase a ententeur pa reer an