toura quesec Abraham a zeuas da veza pried d’e Vap ; Ruth o testum pennou varlerc’h medeurien Boos hac o cousquet e quichen e dreid a oue savet ouz e gostez ha rentet pried dezàn. Certenamant ar pretantionou huel, ha bras d’an traou extraordinal, a so meurbet sujet d’an illusionou ha d’an dromplerez ; hac e choarvez aviziou gant ar re a sonch dezo beza Elez, na dint quet so-quen tud-vad, ha ma vez muia c’hrandeur en o c’homsou hac en o discours eguet na vez en o santimant hac en o oeuvrou. Ne ranqueur cousgoude disprisout na blam netra temereramant ; mæs o veuli Doue eus ar renq huel pehini o deveus ar real, en em arretomp humblamant en hon renq pehini a so evit guir iseloc’h, mæs a so ivez assurroc’h a-se, ne de quet quen excellant, hoguen sortaploc’h ha convenaploch eo d’hon infirmite, ha d’hor paourentez pe en hini, mar en em gomportomp gant humilite ha gant fidelite, Doue hor savo da vrassoc’h ha da hueloc’h renq.
Zom hoc’h eus a batiantet, evit d’ar fin, oc’h ober volontez Doue, ma c’hacquisitot e bromessa, eme an Abostol : rac, evel en deveus lavaret hor Salver, en ho