Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
d’ar Vuez Devot.

patiantet e possedot hoc’h Ene. Hounnez eo an eürusdet vras eus an den, Philotee, possedi e Ene ; ha sul barfetoc’h e hor patiantet, ful barfetoc’h ivez e possedomp hon Ene : ret e deomp eta en em berfectioni er vertuz-mâ. Ho pezet memor alies en deveus hor Salver hor saveteet o soufr hac oc’h anduri, hac e tleomp dememes ober hor silvidiguez dre ar souffrançou hac art afflictionou oc’h anduri an injuriou, ar gontroliezou hac an displijadurezou gant mui hac a allimp a zouçder. Ne dleit quet en em gontanti da soufr gant patiantet certen injuriou hac afflictionou, mæs quement seurt poan hac injur a bermeto Doue da erruout gueneoc’h a dleit da souffr gant ar memes patiantet. Beza ez eus ha ne fell dezo soufr nemet ar poaniou pere a so enorabl, evel ma zeo beza blesset er bresell, beza maltretet evit ar Religion hac ar Feiz, beza persecutet evit en em oppos ouz an droug ha difen ar mad, beza en em baourisseat evit souten ur guerell pe ur gaus bennâc pehini o deveus gounezet, hac ar re-mâ ne de quet an affliction eo a gueront, mæs an enor pehini a so oc’h e heul. Ar guir batiant hac ar guir servicher pe servicheres da Zoue a soufr quercouls an afflictionou mezus ha disenorabl evel an afflictionou enorabl : ne deo nemet douçder da un den a gouraich beza dispriset, reprenet hac accuset gant ar