faut bennâc ho pezo coumetet, en em humiliit cals hac avoueit penaus e veritit beza blamet davantaich. Mar bezit accuset pe damallet e faus hac hep ræson, en em excusit gant douçder o tiscleria penaus ne douc’h quet coupabl ; rac beza e tleit ar respet-se d’ar virionez ha d’an edification eus an nessa gant aon na guemerre goal exempl diouzoch, ma en lessac’h er goal greden-se pehini en deffe achanoch. Mæs ivez mar continuer d’hoc’h accus ha d’ho plam an despet d’an excus legitim ha guirion pehini a zigacit, n’en em droublit na cals na nebeut, ha n’en em efforcit quet da glasq e ve quemeret hoc’h excus ; rac goude beza rentet ho tever d’ar virionez e tleit e renta ive d’an humilite : hac er fæçon-se ne vancot nac e quenver ar sourci pehini a dleit da gaout eus ho reputation, nac e quenver an affection pehini a dleit da gaout evit ar peoc’h, an douçder hac an humilite a galon.
N’en em glemit nemet nebeuta ma ellot eus ar fautou a vezo grèt en hoch-andret ; rac certen eo penaus e peac’h peurvuia nep en em glem, dre ma ra deomp hon amour propr santout ato an injuriou brassoc’h eguet na dint. Hoguen dreist peb-tra n’en em glemit quet dirac tud pere so eas o lacât d’en em formalisa pe da zrouc-songeal. Mar deo a propos en em glemac’h ouz ur re bennâc evit remedia ouz ar faut hac an offans, pe