Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
Introduction

pez en deveus souffret evidoc’h.

Considerit an tourmanchou o deveus bet gouzanvet ar Verzerien, ha peguement a boan o deveus cals a dud var an douar muguet n’hoc’h eus-hu, ha livirit : allas va affliction ne de nemet consolation, ha va foaniou he dint nemet ros e compaæson d’ar re a soufr meur a hini pere n’o deveus na sicour nac asistanç na soulajamant, hac a vev en ur maro continuel o veza accablet a boaniou hac a adversiteou bras meurbet.




AR PEVARE CHABISTR.
Var an humilite exterieur.


AR Profet Elisee a lavare da un Intâves baour ; amprestit, emezàn, cals a bodou goullo, ha discarguit ebarz an eol a so manet gueneoc’h. Evit receo gras Doue en hor c’halonou e rencomp o c’haout goullo eus hor gloar hon-unan. Ur certen labouç galvet ar c’hresserelen o crial hac o sellet ouz ar sparfelet hac ouz ar scoulet, en deveus ar vertuz hac an natural d’o sponta ; ha rac-se ar c’houImet a gar al labouç-mâ dreist al laboucet all oll hac en em guef en assuranç pa vezont en e guichen : evelse ivez e teu an humilite da sponta Satan, ha da gonservi enomp ar graçou hac an donæsonou eus ar Speret santel : hac evit quemense an oll Sent ha particulieramant Roue