Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
d’ar Vuez Devot.

ar Sent hor Salver hac e Vam-santel o deveus ato enoret ha cherisset ar vertuz din-mâ muguet hini all ebet eus ar vertuziou moral.

Gloar vean e c’halver an hini pehini a guemeromp peautramant evit ar pez ne d’eus quet enomp, peautramant evit ar pez a so enomp hoguen non pas deõp ; peautramant evit ar pez a so enomp ha deomp evit guir, mæs ne verit quet en em c’hlorifiemp anezàn. An noblanç eus ar raç, ar saver eus ar Reou-vras, beza enoret gant ar-bopl, a so traou pere ne d’emaint quet enomp-ny, mæs en hon tud- pere so bet en hon raoc, peautratnant ebarz en istim a ra hon hentez ac’hanomp. Beza ez eus hac en em rent fier ha resolu pa vezont var ur marc’h mad, pa vez rubanou pe ur blumachen bennâc ouz o zoc, ha pa vezont guisquet brao : mæs piou na vel ar follentez eus an dud-se ? rac mar deus gloar en drase ar c’hloar-se a so evit ar marc’h, evit ar ruban, hac evit an habit, ha pebez sotoni eo ampresta hort istim digant ur marc’h, digant ur ruban pe un danteles, pe digant un habit ? reall en em istim evit bleo friset pe boultret, pe o caout ur visach coant, daouarn propr pe o c’hout dançal pe c’hoari, pe gana ; mæs ha ne dint y quet tud laich o fallout crisqui o reputation evit traou friol hac an seurt sotoniou-se ? reall evit un nebeut squiant a fell dezo